Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

Yann

Her c’hredi a rafen, petra bennak ma vezo, marteze, diez eun tammig ar c’hoari ze.

Krapig

Gwelloc’h eo neuze esaat an traou. Azez war ar bank a zo aze, da zremm droet war zu an dud. Yann a azez. Mat ; me eo ar barner, o c’houlenn ouzit eun dra pe dra. Krenv e vouez Yann Pogamm !

Yann

Chom a ra mud, sioul ha bouzar pod.

Krapig, o krial a bouez penn

Yann Pogamm ! torret hoc’h eus, war a leverer, diou varrikenn leun a win koz ; ha gwir eo ?

Yann

Chom a ra diflach atao, hep lavaret ger. Sellet a ra ouz an dud o vousc’hoarzin evel eun den diot.

Krapig, o krial e toull skouarn Yann

Yann Pogamm ! krenvoc’h Yann Pogamm! krenvoc'h krenva Pogamm ! Pogamm ! Pogamm !

Yann

Chom a ra atao mud evel kent, mud mui oc’h mui.

Krapig, o tirolla da c'hoarzin

Ha, ha, ha, ha ! Brao, Yann, brao ! ha mat kenan.