Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
Ar Barner, rust bras e vouez

Ac’hanta ! Petra a respontit ?

Yann

Mud atao, sevel a ra e benn o sellet d’an neac’h, ouz ar zolier. Trei a ra e benn gweach a gleiz gweach a zeou, evel pa ve o welet eur gelienenn bennak o nijal.

Ar Barner, o skei start war an daol gand e zourn serret

Hurcher! perak ’ta e chom ar geuneudenn ze diflach ha mud evelse ? Da Yann Komzit ! pe me ho stlapo d’an toull. Komzit! Eleiz a glemmou am eus digemeret en hoc’h enep. O krial. Ha komz a reot hu erfin, hein ? Peur e paeot ar varc’hadourez kollet ganeoc’h ?

Yann

Yann, mud atao, a zell piz oc’h traon, a gleiz hag a zeou, evel pa ve o welet merien o vont hag o tont, a bep tu, war an douar, en dro d’e dreid.

Biel

Hennez, aotrou barner, hennez a ra al leue. N’eo na mud na bouzar. Komz ha klevet a ra kerkouls ha me.

Krapig

Ne ket va mennoz eo, aotrou barner ; kredi a rafen, kentoc’h, eo, an den ze, ne ket hepken bouzar, met, ouspenn ze, diot da viken.