Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —
Ar Barner, rust atao

Koll a ran va amzer gand ar seurt tud se. Hurcher, livirit d’ezan va goulenn e toullou e ziouskouarn, ha c’houi ive Biel.

Biel ha Krapig, a unan, o krial a bouez penn, an eil a zeou, egile a gleiz, e toullou diouskouarn Yann.

Peur e paei ar varc’hadourez kollet ganez ?

Yann

Yann, mud atao, a frot e vreac’h kleiz gand e zourn deou evel pa ve o netaat eur zaotrig bennak war milgin e jupenn.

Ar Barner, droug ennan

N’en deus klevet tra. Goulennit outan adarre ho taou.

Biel ha Krapig, o krial adarre e toullou e ziouskouarn en daou du

N’ec’h eus ket klevet ?

Yann

Mud atao, Yann a denn eus e c’hodell e voest vutun ; kemeret a ra eur meudad mat a vutun hag hel laka en e fri o rufla kaer.

Ar Barner, kounnaret neat

Awalc’h ! awalc’h ! mil dan foultr ; mervel a rin gand ar gounnar abalamour d’ar ge-