Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —
Yann

Chom a ra neuz da gousket evel eur varrikenn. Roc’hal a ra.

Krapig, d’an dud

Kerniel an diaoul ! Penaos e c’hellin me, kaout va fae paour digand ar c’holl bara ze ? Krapig a hej Yann gand e holl nerz, evid e zihuna. Poan gollet ; Krapig a hej krenvoc’h. Yann a ra neuz da veza dihunet en eun taol kount. Sevel a ra rust, e zaouarn serret. Krapig, spontet, a ya kuit d’an daou lamm, Yann war e lerc’h.

EIL LODENN
XVIII DIVIZ
Ar Mear, e unan

Pebez abadenn ! pebez talabao ! Nag a drubuilhou ! Beac’h bras zo bet o serra Yann Pogamm e ti an diskianted. Skei a rea gand an archerien, gand an dud a oa bet gourc’hemennet d’ezo e zerc’hel start. Yann, eur valizenn gantan en e zourn, a zeu gouestadik, hep beza gwelet gand ar mear. Chom a ra sioul, hep lavaret ger, e goueled an teatr. Krial a rea a bouez e benn : Va list me ’ta ! va list me ! N’oun ket diot, n’oun ket foll, tamm ebet. Ha koulskoude, dirag ar gador varn, diskouezet en devoa, sklear ha neat, doareou eun den kollet gantan, da viken, e skiant vat.