Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

XIX DIVIZ
Ar Mear, Yann
Yann

Kementse ne ket gwir, aotrou mear. Ar mear a lamm gand ar souez.

Ar Mear

Petra welan, Aotrou Doue ? Penaos e c’hellez en em gaout aman ? Penaos ?

Yann

Penaos ? N’eo ket bet diez dont aman. Tec’het kuit am eus great, ha buan, zoken. Sellit piz ouzin, aotrou mear. Likiit ho taoulagad em daoulagad. N’oun ket ha n’oun ket bet diotoc’h na diskiantoc’h egedoc’h.

Ar Mear, o vousc’hoarzin

Bennoz Doue. Ha neuze ? Foll mik e oas, evelato, dirak kador ar barner.

Yann, o c’hoarzin

Ha, ha, ha ! n’em eus great nemet neuz da veza foll. Klevit ’ta ; n’em boa pa ne ve nemet eun diner toull em godell, ha dleout a rean eur bern spontus pesiou aour d’eur maread tud, abalamour d’an dismantrou a bep seurt, great ganen, diwar o c’houst, epad m’edon mevel en o zi. Kredet start en deus ar barner e oa troet va spered evit mat. Didamallet oun bet neuze. An taol touellus a zo bet c’hoariet evid ar gwella.