Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —
Ar Mear

Diwall evelato, Yann, diwall ! Lekeat ez eus bet tud, war da lerc’h, evit da baka adarre.

Yann

N’em eus aon ebet. Pell bras oun dija dioc’h ti milliget an dud foll, ha dizale e vezin pelloc’h c’hoaz dioutan. Met araok mont kuit, eun dra vat a livirin d’eoc’h. Ar re a zo bet great gaou d’ezo gant va micheriou a bep seurt, ar re ze a zigouezo ganto peb a zigoll mat. Paeet e vezo va dle a grenn.

Ar Mear

Pebez burzud ! Paea a ri da zle ? Penaos ’ta ? Arc’hant ac’h eus ?

Yann

Ya sur, ha kalz zoken. Fanch Pogamm, breur va zad koz, Doue r’e bardono, a zo eat, n’eus ket pell, d’an Anaon, hag e holl vadou a zo deut d’am c’haout raktal, o veza n’en deus lezet war e lerc’h nemedoun da heritour. Klevet em eus ar c’helou ze gand an aotrou Kreac’h, noter, epad m’edon o tremen tostik tost d’e di. Pemzek mil lur a zo e ti an noter, met en hano al lezenn, dalc’het eo bet daouzek mil anezo gand ar barner. Paeet e vezo ganto ar pez a zo dleet da Viel ha da re all, ha c’houi eo, aotrou mear, dioc’h a leverer, hag ho pezo karg da rei e lod da bep hini. Tri mil lur a jom ganen, aze, em godell, ha laouen bras oun.

Ar Mear

Petra a ri, neuze, gand an dournad mat se a wenneien ?