Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

zourn. Hep lavaret tra, e laka adarre e bistolen dindan fri Yann.

Yann, spontet maro

Petra ? petra ’ta ? paour oun breman evel eur raz dour. N’em eus mui tra, aotrou benniget, n’em eus mui tra.

Job ar Bleiz

Eo, eo. Da jupenn a zo kaeroc’h kalz eget va hini. Trokomp ; ro d’in da jupenn, d’it e roin va hini. Gra ar c’hemm ze a galon vat, ha lezel a rin da vragez ganez. Troka a reont o daou. Job ar Bleiz a ya kuit, ar valizenn atao gantan, goude beza lezet, dre zizonj, an tri mil lur e godell e jupenn lous.

XXIV DIVIZ
Yann, e unan ; c’hoarzin a ra a bouez penn

Ha, ha, ha, ha, ha ! biskoaz, tud vat, biskoaz den n’e deus gwelet ha ne welo biken ar pez a welan breman. Sonjit ’ta. Al laer sot se, o troka va jupenn en eskemm d’e hini, en deus lezet va zri rollad mil lur en e jupenn lous. Tenna a ra an tri rollad mil lur eus e c’hodell, hag a c’hoarz adarre en eur o diskouez d’an dud. Ha, ha, ha, ha ! kea ’ta, genaouek, beulke, diot, leue, panezenn ! Pebez chans ganen ! kavet em eus va arc’hant a nevez. Ha, ha, ha ! O sellet warzu ar meaz, hag o paouez, en eun taol kount, da c’hoarzin. Petra welan ? Piou eo an dud se o tont ? Daoust hag an darvoudou n’int ket echu c’hoaz ganen ? Jaffrez ha Bertel a zired d’an daou lamm ha kregi a reont o daou e Yann.