Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —
XXV DIVIZ
Yann, Jaffrez, Bertel
Yann, o krial
Va buhez ! va buhez ! Petra zo ’ta ? Piou Oc’h ? Laeron adarre ? Roit d’in sikour, buan, buan ! Truez !
Jaffrez
Truez ebet, sikour ebet ; sikour d’eul laer touet eveldout ?
Yann
N’oun ket eul laer tamm ebet.
Bertel, o c'hoarzin
N’out ket eul laer ? Lavar an dra ze da re all, va mignon. Te eo ar ribler a glaskomp, pell amzer zo.
Jaffrez
Ha gouzout a reomp piou a bakomp. Te a zo da hano Job ar Bleiz.
Yann
Me, Job ar Bleiz, me ? Fazia a rit, aotrounez vat, fazia a rit. Me a zo va hano Yann Pogamm.
Bertel
Ya da, Yann Pogamm. Da anaout a reomp dioc’h da jupenn. Gouzout a reomp ar pez a reomp. N’eus er vro ma, nemet Job ar Bleiz e ve ruz, evelse, tro-c’houzoug e jupenn.