Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

war eur gador dirazo. Jaffrez a laka an tri rollad mil lur war an daol.

Ar C’habiten

Laeret hoc’h eus an tri mil lur a welit aman, Job ar Bleiz. Peur ha digant piou ?

Yann

Me ne ket Job ar Bleiz eo ez oun. Me eo Yann Pogamm ; m’hen tou d’eoc’h war va badiziant.

Ar C’habiten

Ne zell ket ouzin ho padiziant ; met n’oc’h nemet eur gaouiad pa livirit n’oc’h ket Job ar Bleiz. An archerien eus an holl leac’hiou tro war dro o deus lavaret d’eomp, a bell zo, ma ’z eo ruz tro c’houzoug jupenn Job ar Bleiz. Mat ; ar jupenn ze a zo breman warnoc’h. Hi eo.

Yann

Ya, sur, ha ne deo ket souez. Eur ribler en deus laeret, mintin ma, diganen, an tri mil lur a zo breman, aze, war an daol. D’in me int. Al laer ze, hep mar ebet, oa Job ar Bleiz hen e unan. Goude beza lekeat en e c’hodell va zri mil lur, goulennet en deus diganen, dre heg, da droka va jupenn gaer oc’h e jupenn lous. Mat ; goude beza great an trok, lezet en deus, dre zizonj, an arc’hant er jupenn lous hag a zo breman warnoun. Ouspenn, al lampon ze en deus laeret ive diganen va balizenn.

Ar C’habiten

N’ouzoun ket ha n’eo ket ar pez a livirit eur