Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

zac’had gevier. Ema warnoc’h gwiskamant Job ar Bleiz, ribler brudet ; kredi a rankan, neuze, eo c’houi Job ar Bleiz. Petra a sonjit diwarbenn an abadenn ze Jaffrez ?

Jaffrez

Evit gwir, va c’habiten, ema gand hennez doare eun den gwirion awalc’h. Red e ve, war va mennoz, ober eun enklask evit ma vezo sklearoc’h eun tammig an traou.

Ar C’habiten

Ha c’houi, Bertel, petra hoc’h eus da lavaret ?

Bertel

Me, va c’habiten, a gred start eo al lampon ze Job ar Bleiz hen e unan. Rak se goulenn a ran digant kador varn ar brezel d’her c’hondaoni da veza krouget bremaïk. Yann a lamm gand ar spont ; klevet a reer eur c’hloc’hig o seni er meaz. Jaffrez a zav hag a ya da welet. Dont a ra en dro raktal, eul lizer en e zourn ; e rei a ra d’ar c'habiten.

Ar C’habiten

Petra eo ? Eul lizer ? Lennomp : D’ar c’habiten penn-rener kador varn ar brezel : « Kabiten, rei a ran da anaout d’eoc'h hon eus great eun taol eus ar re gaera mintin ma. Paket eo bet gand hor zoudarded Job ar Bleiz, torfedour eus ar re wasa. Anavezet eo bet gand eur c’halz eus ar re a oa bet laeret gantan. Dougen a rea eur valizenn nevez skrivet warni eun hano, Yann Po-