Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

Mar kredjen, me a lavarfe d’eoc’h ar c’hoant kaer am eus.

Ar C’habiten

Livirit.

Yann

Mont da zoudard ganeoc’h. Yaouank oun c’hoaz ha krenv awalc’h. Lakaat a rafen va zri mil lur da dalvezout, ha diwallet e ven, da viken, dioc’h trubuilhou o deus va heskinet, noz deiz, gand an ugent pe dregont micher bennak am eus great beteg hen. Ar zoudard a zo tenn e labour, peb en amzer, met e vicher a zo eaz kenan. N’eus ken tra da ober nemet senti. Ne ket diez hen ober.

Ar C’habiten

Ne ket diez, sur ; deuit ganeomp, neuze, kerkent ha ma fello d’eoc’h.

Yann

Ar c’henta ’r gwella. An dra man a zigas sonj d’in eus ar pez a lavare gwechall, va mamm goz. Eur c’hrenn lavar kaer a Vreiz Izel eo.

Ar C’habiten

Pehini ?

Yann

Yannig a vil micher a varvas gand an naon. Mat ; ne fell ket d’in mervel evelse. Ganeoc’h ez in, ha Yann e vil micher a zeuio da veza Yann zoudard.