Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KENTA LODENN
KENTA DIVIZ
Alan, e unan, e daboulin gantan, o komz ouz an dud

Petra fell d’eoc’h, Bretoned vat, a sellit ouzin, ho kinaou digor, hep lavaret tra ? Petra fell d’eoc’h, hein ? C’hoant hoc’h eus, a gav d’in, da c’houzout ar c’heleier ? Hein ? Keleier ho pezo. Klevit ! Ec’h en em laka da daboulina kaer. Eur bagad tud a zired hag en o zouez, Krapig, Biel, Jakou ha Laouig. Alan a denn eur follenn baper eus e c’hodell, hag e lenn.

II DIVIZ
Alan, Krapig, Biel, Jakou, Laouig, eur bagad tud
Alan, o lenn

An aotrou mear a ro da anaout, d’an holl, ar pez a zo skrivet aman war-lerc’h. Da genta : An aotrou Kalvez, medisin chatal, a zeuio aman dimerc’her kenta. Ha neuze, ar re o deus anevaled klanv, n’eus forz pere, kezeg, saoud, denved, moc’h, chas, kizier, houidi, yer, hag all, ar re ze n’o devezo ken tra da ober nemet rei, e ti-kear, o hanoiou, hag an aotrou Kalvez a yelo raktal da welet ha da barea o loened paour. D’an eil : diziou kenta, e vezo lekeat foar war traou an itron Jekel, mestrez hostaliri Al Leon Ruz. Ar werz a zo bet gourc’hemennet gant barnerien ar gador