Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

varn hag e vezo kavet eno, da brena, marc’hat mat, mil ha mil dra a bep seurt. An aotrou Krapig, hurcher, a lakaio ar werz da vont en dro da ziv heur goude kreisteiz. D’an trede : Hirio, bremaik, abenn eun hanter heur d’ar muia, e teuio aman eun den hag a c’houlenn eul labour bennak. Ijinus ha gouiziek bras eo, war a leverer. Yann Pogamm eo e hano, hag an aotrou mear en deus roet d’ezan an aotre da glask eur vicher pe vicher en hon touez. Alan a daboulin adarre epad eur pennadig, hag e ya kuit. An holl kuit ive, nemet Krapig, Biel, Jakou ha Laouig.

III DIVIZ
Krapig, Biel, Jakou, Laouig
Jakou

Ac’hanta ! paotred. Klevet hoc’h eus ar c’helou gand an tabouliner. Ar medisin chatal a zeuio dimerc’her ; ar werz a vezo lekeat war an itron Jekel. Ha neuze ? Kement se ne ra netra na d’in, na d’eoc’h, emichans. Diwar benn Yann Pogamm, avat, eun dra all eo, sur, rak poan eus ar re vrasa zo, en amzer a vreman, o kaout mevelien, mat pe fall. N’heller kaout hini anezo, e nep leac’h, nag evid aour nag evid arc’hant. Eun druez eo.

Laouig

Ya, sur hag ar mevel ze a ve ezomm bras d’in anezan.