Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —
IV DIVIZ
An hevelep re, Jaffrez
Jaffrez, ouz o dispartia
Ha neuze ’ta ? Petra zo ? Pebez safar, pebez cholori etrezoc’h ! Daoust hag e fell d’eoc’h beza kaset ho pevar dirag ar barner ?
Laouig
Ne fell ket d’eomp, nann. En em ganna a reamp evid eur mevel dispar, ha peb hini ac’hanomp a felle d’ezan e gaout.
Jakou
Hag e vezo d’in.
Biel
Tamm ebet, d’in me, d’in me.
Krapig da Viel
Kent ma vezo ar mevel ze ganez, lastez marc’hadour, me az lakaio da baea ker an taoliou ac’h eus roet d’in. Hennez, aotrou ’n ofiser, en deus skoet start ganen.
Jffrez
Grit eur c’hlemm a enep d’ezan.
Krapig
N’her grin ket e nep giz. Kavout a rin eun tu pe du da zont a benn eus va zaol ; hel lakaat a rin er zac’h, ha dizale. Yann Pogamm a zeu