Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
jaffrez

Mat. Da c’hortoz, paouezit evit mat ho pevar, d’en em ganna adarre.

V DIVIZ
An helevep re, Yann
Yann

Aotrou ’n ofiser, bet em eus, digand an aotrou mear, an aotre da lakaat an tabouliner da embanna va goulenn.

jaffrez

Mar d-eo fur ho koulenn, ni ofiserien, a roio d’eocvh ive an aotre. Petra a c’houlennit ?

Yann

Mont da vevel mar deus unan bennak hag a fellfe d’ezan va digemeret.

Krapig, Biel, Jakou, Laouig, o krial o fevar a unan.

Me, me, me, me !

jaffrez

Mat, dirouestlit ho kuden etrezoc’h. N’hoc’h eus ezomm ebet ken ac’hanoun. Jaffrez a ya kuit.