Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —


Ar C’hlasker bara , o rei e zac’h da Fanchig

Dal ; ema da drompill er zac’h se. Fanchig a denn an drompill eus ar zac’h, hag a c’hoarz ouz he gwelet. Eur zon, hag an dud en em lakaio da zanzal ; eur zon all, hag ar jabadao a baouezo. Met diwall, Fanchig, diwall ! n’ec’h eus mui nemet eun dra da c’houlenn. Dibab eun dra fur, eun dra welloc’h eget an daou dra all.

Fanchig

Ya da ! n’oun ket eur Yann banezenn, emichans. Me fell d’in mervel evel eur c’hristen mat a zen, goude beza digemeret va zacramanchou diveza. Setu an drede c’hoant am eus.

Ar C’hlasker bara

Brao ! brao ! Ar goulenn ze n’en deus ket e bar. Ar gwella eo, sur. Me eo Sant Per, prins an ebestel, hag e roan d’it ar c’hras dispar ze a berz an Aotrou Doue, meulet ra vezo. Da galon vat a blij d’in. Ha breman, kenavo, Fanchig. Gra traou mat gant da skabell ha da drompill. Ha dreist-holl, kleo ! Arabat d’it beza laouen, re alies, gand ar banneou. Ar C’hlasker bara a ya kuit.


III DIVIZ


Fanchig e unan, d’an dud

Pebez taol ! mignoned, pebez taol ! Ar blijadur er bed ma, gant va skabell ha va zrom-