Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

krec’hin lapined, koz traou a bep seurt ! marc’hat mat.

Ervoan, spontet atao

Dont a ra aman, dont a ra. Skrija a ran gant ar spont, va Doue. Hennez am c’haso gantan, marteze ; va zikourit, mar plij ; aon am eus, aon am eus.

Fanchig

N’az pez ket a spont, mignonig ; bez dinec’h ; kea buan da guzat en eur c’horn bennak, ha na lavar grig. Chom sioul eno, ha te welo. O c’hervel a vouez krenv. Deus aman, marc’hadour, deus. Traou am eus da werza. Melki a zeu ebarz, eur zac’h ouz e skoaz, eur vaz en e zourn, koz tammou dillad fall ha lous warnan.


V DIVIZ


Fanchig, Melki


Melki

Ha te eo ac’h eus va galvet ? Traou ac’h eus. da werza neuze ?

Fanchig

Traou da werza ? Sur awalc’h, eur bern koz traou tevoc’h egedout ; met red eo d’in mont d’o c’herc’hat. Feiz ! n’oun ket pinvidik bras ha n’em eus kador-vreac’h ebet em zi paour. N’em eus nemet ar skabell goad a welez aze.