Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

Azez warni da c’hortoz ma teuin en dro gant va zraou. Melki a azez ; Fanch a ya kuit.


VI DIVIZ


Melki, azezet, outan e unan


Ouf ! ne ket re abred eo, ober eun diskuizig goude bale ha bale war an henchou, hep ehan, dindan tomder an heol. O sellet oc’h pep tu.

Nag hen a zo paour an ti ma. N’eus ket kalz a vadou da c’hounit el lochennig dister ma. N’eus ket aman kalz a draou da skrabat ; nann, nann.

Fanchig, er meaz

Deus, tad koz, deus da welet va marc’hadourez aman.

Melki

N’hellan ket, Aotrou Doue, n’hellan ket, tamm ebet.

Fanchig, er meaz atao

Petra ? N’hellez ket, farser, n’hellez ket ? Goapaat a rez ac’hanoun, emichans.

Melki

Ar wirionez eo, n’hellan ket sevel e nep giz. Fanchig a zeu.