Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —



VII DIVIZ


Melki azezet, Fanchig


Fanchig

Penaos ’ta ? Pe seurt droug a zo ganez ? Eur boan bennak oc’h heskina da ziouc’har ha da dreid ?

Melki

Droug ebet, met stag oun ouz ar goz skabell vrein ze, evel pa ven me kaotet outi. En em zifreta ha tripal a ra gand e dreid.

Fanchig

Ne ket souez. Hounnez a zo eur skabell venniget, roet d’in gand eur zant bras. Hag an traou benniget, te oar, a zo enebourien d’an diaoul, d’ar yuzevien ha d’al laeron.

Ar re a azez war ar skabell ze en em gav dindan va galloud. N’helli ket sevel diwarni ken na roin d’it aotre d’hen ober.

Melki, droug bras ennan, o tripal adarre

Lampon, lakepod, torfedour.

Fanchig, o c’hoarzin

Ha, ha, ha ! petra a ra d’in da wall hanoiou ha da zismegansou ? Te a jomo stag, ha stag mat, aze, keit ha ma plijo ganen, eiz dervez, pemzek dervez, eur miz, mar bez red, hep tamm da zibri na berad da eva, evel just.