Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —
Melki, kounnar ennan

Den fallakr ha kriz, den digalon ! deus aman ’ta, da welet ha va baz a vezo gouest da skei ganez a dro vat. Tenna a ra frank e deod ; youc’hal a ra ha skrigna an dent. Sevel a ra e vaz o c’hourdrouz Fanchig. Fanchig a ziroll da c’hoarzin.

Fanchig

Sell ! me roio d’it frankiz da zevel, ma roez d’in ar pez ac’h eus laeret.

Melki

Laeret ? O Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue galloudus ! n’em eus laeret netra.

Fanchig

Eo, eo. Laeret ec’h eus eur zac’hadig lien gwenn leun a arc’hant, hag a oa d’eur baour keaz greg, koz bras ha klanvidik. Her gouzout a ran ; her c’hlevet em eus gand unan bennak en deus da welet, en despet d’it, oc’h ober da daol. Ro d’in ar zac’hadig.

Melki, o c’hrignouza

N’em eus nemet va marc’hadourez paour.

Fanchig

Ro d’in dre gaer, pe me her c’hemero dre nerz. Sell ouz va divreac’h ’ta. Ar re ze a zo krenv.