Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —
Melki, kounnar ennan

Ne roin ket, pe’o gwir n’eus netra ganen.

Fanchig

Mat ; ni welo. Fanchig en em strink outan, hag a ziframm e zac’h digantan. Tenna a ra eus ar zac’h ar zac’hadig arc’hant. Melki a gri a bouez penn. Sell ’ta, boued ar groug, petra am eus lavaret d’it ?

Melki, o krial, kounnaret atao

Va zikourit buan ! va buhez, va buhez ! va gwenneien eat a bez gand al laer. Deuit holl, buan, deuit holl. Tripal a ra startoc’h starta gand e dreid, war an douar. Fanchig a ya da guzat ar zac’hadig, hag a zeu en dro, dioc’htu, eur forc’h koad en e zourn.

Fanchig, o c’hoapaat

Ac’hanta ! paotr ; daoust ha n’out ket diskuizet awalc’h war da skabell ? Daoust ha n’eo ket c’hoaz blonset awalc’h kroc’hen da ziadre ?

Melki, o c’houela

Heu, heu, heu !

Fanchig

Rei a ran d’it frankiz da zevel. Sao ! Melki a zav gant poan vras diwar ar skabell. Ha bre-