Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

man, kea kuit buana ma c’helli. Allo ! hast affo.

Melki

Va arc’hant, va arc’hant paour.

Fanchig, droug ennan o c’hourdrouz Melki, gand ar forc’h koad

Kea buanoc’h, ’ta, ma ne fell ket d’it ma sankin ar forc’h ma ez tiou feskenn. Melki a ya kuit d’an daou lamm.


VIII DIVIZ


Fanchig

Eat eo kuit ; mat. O c’hervel, deus, paotrig, deus ’ta ; echu eo an abadenn gand al laer divalo ze. Ervoan a zeu.


IX DIVIZ


Fanchig, Ervoan


Fanchig

Kleo va moutig : lavar d’in da hano da genta.

Ervoan

Me a zo Ervoan va hano. Va zad ha va mamm a zo maro. Ne jom mui ganen, war an douar ma, nemet va mamm goz.

Fanchig

Mat. Tennet em eus dioc’h skilfou ar bleiz