Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

red d’eoc’h, evit dirouestla mat ar gudenn ze. Me zo, hep mar ebet, war a leverer, eun alvokad er c’hiz se.

Melki

Mat ; pegement am bezo, neuze, da baea d’eoc’h ?

Trabell, flour e vouez

O ! nebeut a dra ; eun ugent skoed bennak ha netra ken.

Melki, spontet

Nebeut a dra, mil malloz ! ugent skoed nebeut a dra ? kentoc’h mervel eget rei ugent skoed.

Trabell

Mat ; laouen e vezin gant pemzek.

Melki, drougig ennan

Tra, tra, tra ! Dirak eun dispign ker bras se, me a gav gwelloc’h d’in chom hep alvokad ebet.

Trabell

Gwir ? me fell d’in beza ho tifenner kousto pe gousto ; dek skoed. Melki a dav. Pemp skoed ?