Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


Trabell, rust atao

An dra ze a zell a grenn ouzin, p’eo gwir eo me alvokad Melki.

Fanchig, o c’hoapaat, ha droug ennan

Feiz ! c’houi zo alvokad eun den a zoare, sur. Melki ! petra an dra ze Melki ? eul laer, eun torfedour n’eo ken. Krenv e vouez. Goude beza difennet Melki, ho sae alvokad a vezo kel leun a fank ha ma ’z eo sae Melki leun a laou. Melki, krog aon ennan, a ya kuit en eur grena.


XIV DIVIZ


Fanchig, Trabel


Trabell, droug ennan

Daoust ha n’eo ket echu ganeoc’h ho tismegansou, ho tiotachou, a ziskouez sklear n’oc’h nemet eun den diskiant ?

Fanchig, droug ennan

C’houi eo a zo kollet ho tammig skiant vat, alvokad an ifern, briz vreizad, difenner pilpouz al laeron hag ar c’halouperien noz.

Trabell, droug ennan

Gwell oc’h well. Bezit dinec’h, c’houi a baeo ker an holl wall hanoiou ze. A hend all, n’hoc’h anavezan ket, me. N’anavezin nemet hoc’h alvokad. Hennez a c’hlabouzo en ho