Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —



XV DIVIZ


Trabel, Ar Barner, Ar Grefier, Krang, An Daou varner, An daou Archer


Ar Barner

Brao kenan, brao ! Eun alvokad oc’h en em ganna evel eur pillaouer n’ouzoun ket gant piou, dirak ar gador varn. Biskoaz kemend all. Daoust hag a zo troet ho spered, aotrou Trabell ?

Trabel

Edomp o kempenn hon traou, an den ze ha me, aotrou barner. Trabell a azez.

Ar Barner

Gwir ? iskis e kavan, evelato, ho toareou, pa gempennit an traou. Ar barner, an daou varner hag ar grefier a azez ouz taol.

Grefier ! livirit ar pez hon eus da varn da genta hirio.

Ar Grefier, o sevel hag o lenn eur follenn baper

Prosez etre an daou a vez great anezo Melki ha Fanchig. Ar grefier a azez.

Ar Barner

N’emaint ket aman. Urcher, galvit i dioc’htu.

Krang, a vouez uhel

Melki !