Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


Ar Barner, da Fanchig

Ha petra hoc’h eus da respont, Fanchig ?

Fanchig

Kemend am eus da lavaret a zo skrivet ive war follenn baper ar grefier.

Ar Barner, d’ar grefier

Lennit.

Ar Grefier, o sevel hag o lenn

A eneb da lavariou Melki, Fanchig en deus diskleriet ar pez a zo aman war lerc’h :

Gwir eo, emezan, diframmet em eus an arc’hant digant Melki, met hennez en devoa, e unan, o c’hemeret digant eur vaouez koz ha klanv goude beza he gwall gaset en eun doare griz. Ar grefier a azez.

Melki, krenv e vouez

Ne ket gwir, e nep giz, ne ket gwir.

Ar Barner, da Velki

Peoc’h ! n’em eus ket roet d’eoc’h frankiz da gomz. Da Fanchig. Ha neuze, Fanchig, petra hoc’h eus great gand an arc’hant se ?

Fanchig

O distaolet em eus d’an hini goz dre zaouarn he mabig bihan. Hennez, ar pao-