Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

trig se, oa deuet d’am c’haout. Krena a rea evel eur bern deliou gand an aon rak Melki. Roet em eus ar gwenneien d’ar bugel ze. Hen toui a ran dirak an Aotrou Doue.

Ar Barner, rust eun tamm e vouez

Grefier ! dioc’h ar pez a lavar an den ze n’eo ket bet great mat ho labour ganeoc’h.

Perak ’ta n’hoc’h eus ket galvet ar vaouez koz se da zont dirazomp ? Hounnez he divije lavaret d’eomp, hep mar ebet, pe gwir eo pe ne-d-eo ket kemend a lavar Fanchig.

Ar Grefier, o sevel

Fanchig n’en deus ket goulennet diganen e vije galvet ar vaouez koz da rei testeni.

Fanchig

Ha gant gwir abeg eo, aotrou barner ; ar baourez keaz n’oa ket evit dont. Eat eo d’an Anaon. Ar spont en deus digaset ar maro d’ezi an deiz warlerc’h taol yud an torfedour.

Ar Barner

Mat ; hag ar paotrig ? petra zo c’hoarvezet diwar e benn ? Evitan da veza gwall yaouank, e vije bet mat, marteze, goulenn digantan ar pez a c’helle gouzout. Peleac’h ema hen ?

Fanchig

Eat eo kuit pell ac’halen. Eun itron garantezus ha pinvidik mor, dioc’h lavar an ame-