Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

zeien, he deus her c’haset ganti, kerkent goude maro ar vamm goz, hag he deus e lekeat en eun ti emzivaded. Met n’ouzer ket e peleac’h.

Ar Barner

Ba, ba, ba, ba ! pebez kemmesk ! An traou a zo luiet a grenn. Piou a vezo gouest d’o diluia.

Trabell, o sevel, fouge ennan

Me, a otrou barner, me, alvokad Melki, a ziluio ar gudenn.

Ar Barner

Komzit, neuze, met na gomzit ket re hir.

Trabell, krenv e vouez evel hini eur prezeger

Bezit dinec’h, aotrounez. Displeget e vo an traou ganen e berr gomzou evid ar gwellla. Piou eo Melki ? Eun den koz ha paour, o vont hag o tont, tu ma, tu hont, da brena pe da werza koz traou a bep seurt, marc’hadourez ha ne dalvont netra, kouls lavaret. A forz da boania, da redek war an henchou, dindan an heol, dindan ar glao, dindan ar barr-avel, an den kalonek se en doa dastumet eur bernig gwenneien. Siouaz ! kollet eo a bez e yalc’hadig.

Eat eo gand al laer. Ha pe seurt laer ? Eun den rust evel eun taro ha kriz evel eur bleiz. Hennez, al lampon ze, krenv ha yaouank, a zo en em strinket a enep d’eun den koz ha dinerz. Pebez fallagriez ! Pebez trubarderez !

Oc’h ober neuz da veza glac’haret bras.