Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

kof. An dour, evel just, a ya kuit eus ar werenn hag a red war an douar.

Krang, astennet atao war an douar

Va digarezit, me ho ped, aotrou Trabell ; ha n’em eus ket great poan d’eoc’h, da vihana ? Krang a zav.

Trabell

Poan ebet. A hend all, gwellaat a ra d’in, ha mar plij ganeoc’h, aotrou barner, emaoun o vont da beurober va frezegenn.

Ar Barner

Mat kenan ; ho selaou a reomp.

Trabell, o sevel

Al laer m’am eus komzet ouzoc’h diwar e benn, al laer touet se a zo aman. O tiskouez Fanchig. Setu hen aze, an den fallakr se.

Ansavet en deus, dirazoc’h, hen e unan, n’eus nemet eur pennadig, e laeronsi. Met, emezan, distaolet en deus raktal ar gwenneien d’ar re o devoa gwir warno. Ha kredi a rafec’h an dra ze, aotrounez ? Evidoun me, avat, n’her c’hredan ket. Peleac’h ema ar vaouez koz ? Maro eo. Peleac’h ema ar paotrig ?

Eat eo kuit. Peleac’h ema an itron binvidik he divije kaset ganti ar paotrig ? N’ouzer ket.

E pe seurt ti emzivaded eo e vije bet lekeat ar bugel ? N’ouzer ket. N’ema mui aman hini ebet eus ar re a hellje lakaat ar wirionez da