Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

skedi war denvalijenn an holl draou ze. Pebez touellerez ! Pebez korvigellou ! kemend a lavar Fanchig a zo gaou. Rak se e c’houlennan diganeoc’h, aotrounez, en hano Melki, da genta, ma vezo barnet Fanchig da zisteurel da Velki an arc’hant laeret ; d’an eil, ma vezo skoet start gantan hervez al lezenn a gastiz al laeron.

Echu eo va c’hefridi ; ar gador varn a varno. Trabell a azez hag a ra neuz da zec’ha e dal, evel pa ve skuiz bras.

Ar Barner

Klevet hoc’h eus, Fanchig. Ne-d-a ket mat an traou ganeoc’h, goude eun torfed ker skrijus. Petra hoc’h eus da lavaret ? Pa vez tamallet eun den, ar gwir da respont a vez roet atao d’ezan.

Fanchig

Displeget em eus, bremaïk, ar wirionez penn da benn. Netra ouspenn n’em eus da zisplega, me va unan, da vihana. Va alvokad, avat, en devezo eun draig bennak, marteze, da lavaret, ha komz a raio gwelloc’h egedoun.

Ar Barner, souezet

Hocvh alvokad ? N’ema ket aman ; hini Melki a welan ; hoc’h hini, avat, n’her gwelan ket.

Fanchig, fouge ennan

Eo, eo, aotrou barner ; deuet eo ganen.