Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


Ar Barner

E peleac’h ema hen ’ta ?

Fanchig, o tiskouez e zac’h

Aman, em zac’h.

Ar Barner, rust e vouez

Daoust ha goap a rafec’h ac’hanomp ? Ar varnedigez da zont ne vefe nemet kaletoc’h a ze. Kompren a rit hu ?

Fanchig

Goapaat ne ran ket, hag her gwelet a reot raktal. Tenna a ra e drompill eus e zac’h, hag e tenn diouti eur zon skiltrus. En eun taol ar barner, ar grefier, an daou varner, an daou archer, Krang, Trabell ha Melki a zav prim hag a ziroll da zanzal, o lammet hep ehan. Fanchig a c’hoarz a bouez e benn.

Ar Barner, o tansal atao

Awalc’h ! awalc’h ! ar berr alan a zo ganen, pell amzer zo, awalc’h !

Ar Grefier, o tansal atao

Paouez ’ta ! Paouez ! Ema droug Sant Urlou em zreid paour. Poan am eus ; poan ! poan !

Krang, o tansal atao

Mil dan foultr ! peur e vezo echu ar c’hoari