Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

ze ? Me zo kamm eun tammig, ha mervel a rin, sur, gand ar skuisder, diwar an taol ze. Ola ! Ola !

Goude eur pennadig mat a zans, Fanchig a denn eur zon eus e drompill ; an dans a baouez raktal. An holl a jom a zav, poan vras da bep hini da denna e alan. Ar varnerien a ya en dro, o zri, da azeza, ar grefier ive.

Fanchig

C’houi holl a zo skuiz bras, mignoned, ha ne ket souez. An drompill zantel ma a zo c’hoar d’an trompillou bras a lakaio an dud da zevel a varo da veo, deiz ar varn ziveza. Ni a ouezo ganti ar wirionez. Pardoni a ran d’an holl, da Drabell zoken, peger kriz bennak ma ’z eo bet, a enep d’in, e brezegenn fall. Allo ! Melki, poent eo d’it ansao da laeronsi ha da drubarderez. Lavar ’ta.

Melki

N’hel livirin biken, na dirak Doue na dirak an diaoul.

Fanchig

Mat ; ema neuze va zrompill o vont da zeni adarre, ha da zeni evidout da unan. An holl a c’hoarz. Fanchig a denn eur zon eus e drompill. Melki en em laka da zansal ha da zanzal. Lammet ha lammet a ra gwasoc’h gwasa, evel eun den foll. Krial a ra, goude eur pennadig, o c’houlenn truez.