Pajenn:De Carne An tri goulenn, 1926.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

beza lennet gourc’hemennou al lezenn a varn Melki da veza dalc’het er prizon epad pemp ploaz. Lavaret a ra, ouspenn, e vezo mizou ar prosez paeet a bez gant Melki. Krenv e vouez. Archerien ! krogit ennan hag her c’hasit, raktal, d’an toull.

An daou archer a grog e Melki, hag a ya kuit gantan.


TREDE LODENN


XVII DIVIZ


Fanchig, e unan, azezet

Doue galloudus, Doue karantezus ! Tremen a ra buan an traou war an douar paour ma. Ar goanv, gand an erc’h, a heuilh an hanv goloet a vokejou. Er c’hiz se hor yaouankiz a ya da netra, o lezel, war he lerc’h, tristidigez ar gozni. Epad va buhez, hir awalc’h dija, traou fur am eus great gant va skabell ha va zrompill. N’em eus labouret ganto nemet evid ar vad, ar gwella m’em eus gellet. Enep an dorfedourien eo, dreist holl, em eus lekeat an daou dra vurzudus se da vont en dro. Ha breman, avat ? Breman, ar gozni ze ma komzen anezi bremaik, a zeu a zeiz e deiz, da boueza mui oc’h mui warnoun. N’eus forz, an amzer, hirio, a zo kaeroc’h eget n’em eus he gwelet morse. An evnedigou a gan ; an heol benniget a stlap e sklerijenn alaouret war ar parkeier, war ar c’hoajou, war ar bleun, war bep tra. An oabl a zo glas ha digoumoul hag ar gwel anezan a zigas d’in eul levenez dispar evel pa