Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

an den ze. C’hoarzin a ra. Bez’ ez oun miliner, emezan, bez’ ez oun miliner ! Hennez a zo eur penn mul war e ziouskoaz.

Lukas

Mes penaos e lakaimp an den iskis se da vont da barea hor mamm goz ?

Saïg

Dre nerz, aotrou, dre nerz. Eleiz a dud zo, anavezet mat ganen, hag o deus skoet gantan, krenvoc’h krenva, d’hel lakaat da anzao e oa medisin. Deut eo sentus, neuze, gand eun tregont taol baz bennak, hag ar re glanv m’eo eat d’o gwelet goude ar c’hoari ze a zo bet lekeat pare dioc’htu.

Per

Petra raimp neuze ta ?

Saïg

Evel ma lavaran d’eoc’h. Her gervel a reot evel hen : Miliner ! Miliner ! dont a rai dioc’htu. Ma ne fell ket d’ezan mont ganeoc’h, skoit ho taou gantan gand holl nerz ho tivreac’h, a daoliou dourn, a daoliou baz, a daoliou treid, ha c’houi welo. Mont a rai ganeoc’h, sioul evel eun oan, hag eur c’hart heur bennak goude ma vezo eat en ho ti, ho mamm goz a zavo, leun vuez, er meaz eus he gwele. Kenavo, mignouned, ha dreist boll, mar bez red, skoit krenv, skoit stard, skoit ken na viot skuis maro. Kenavo. Saig a ia kuit.


4 DIVIZ


Per, Lukas


Per

Souezus eo kementse, evelato.