Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
Lukas

Ne ket ker souezus hag e kav d’it. Lennet em eus, gwechal, traou evelse. Tud gwiziek, tud desket mat, awechou, a zo diboell ha troet eun tammig o spered. Eur re bennak anezo, alies, a zo bet skoet gand eun taolig morzol, gand eun tammig sotoni.

Per

Mat ; ni a welo ; n’hon eus nemet her gervel evel m’eo bet lavaret d’eomp.

Per ha Lukas, a vouez huel, a unan.

Miliner ! Miliner !

Lannig, er meaz.

Emaoun o tont, aotrounez, emaoun o tont.


5 DIVIZ


Per, Lukas, Lannig.


Lannig

Me zo ho servicher leal, aotrounez ; petra rin me evidoc’h, mar plij ?

Lukas,

Nebeud a dra ; mont da welet hor mamm goz evit he farea.

Lannig, souezet.

Parea ho mamm goz, lost an diaoul ! me ne ket medisin oun. Bez’ ez oun miliner ha netra ken.

Per

Ba ! ba ! ba ! ni a oar mat ho toareou. Ni a oar mat n’oc’h ket miliner tamm ebet.