Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
Lannig, krenv e vouez.

Miliner penn kil ha troad evel va zad ha va zad koz. Sellit oc’h an ti ze. Va milin eo.

Lukas,

Eur pez kaer avat ! hanter freuzet eo.

Per

Ar rod vras a zo brein a bez.

Lukas,

Hag ar mean vilin faoutet ha torret pell zo.

Lannig

Roit peoc’h ho taou, mar plij ; nevez eo va milin.

Per

Nevez pe goz, petra a ra d’eomp an dra ze ? Deuit dioc’htu da barea hor mamm goz, p’eo gwir ez oc’h medisin brudetoc’h eget ar re vrudeta.

Lukas,

N’hoc’h eus ken tra da ober nemet sellet ouz eur c’hlanvour bennak evit hel lakaat dioc’htu iac’h ha laouen.

Per

Ha n’eus nemet daou vloaz, eur vaouez seitek vloaz ha pevar ugent marvet, eur zizun e oa, gand ar vosenn, a oe lekeat da zevel a varo da veo gand ho kalloud burzudus. N’eo gwir ?

Lannig

Nan sur, ne ket gwir. Ha c’houi ho taou a dorr va fenn d’in o lavaret gevier er c’hiz se.

Lukas, o c’hourdrouz eun tamm, hag o sevel e vaz.

Aotrou medisin, diwallit ! n’hon eus ket a amzer da goll, klanv evel m’eo hor mamm goz. Saig a zeu