Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

e goueled an teatr, hep beza gwelet gand ar re all. Dougen a ra eur banner hag e chom hep flach.

Per, o c’hourdrouz eun tamm, hag o sevel e vaz.

Aotrou medisin, sonjit ervat, evit ar weach diveza. Daoust ha dont a reot ganeomp, ia pe nan ?

Lannig, krenv e vouez.

Nan ! Foultr an diaoul, nan ! n’oun ket medisin.

Lukas,

N’oc’h ket ?

Per

N’oc’h ket ?

Lannig, kounnar ennan.

Nan ! nan ! nan !

Lukas,

Mat ; ni a welo. Per ha Lukas a sko a dro vat gant Lannig. An taoliou baz a gouez evel glao puill war e gein. Saïg, atao e goueled an teatr, a c’hoarz hep ober trouz.

Lannig, o krial a bouez penn.

Truez ! truez ! en han’ Doue ; O la la ! o la ! o iou iou ! o iou ! Awalc’h, aotrounez, awalc’h, mar plij. Ahi ! ahi ! a-hi !

Per, o skei atao.

Truez ebet ! truez ebet ! Ema an abaden o vont en dro.

Lukas, o skei atao.

Hag e kendalc’himp ken n’ho pezo anzavet oc’h medisin.

Lannig, o krial krenv atao.

Paouezit ! paouezit ! aotrounez ! Ia, ia, ia, ia, me zo medisin, medisin tud, medisin chatal, dok-