Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

tor, louzaouer, marichal, ar pez a gerot. Ia, ia, deomp dioc’htu da barea ho mamm goz benniget. Echu an taoliou baz.

Per

Ouf ! ne ket re abred avat. Ni zo laouen o welet erfin e koumprenit gwelloc’h an traou.

Per, Lukas, ha Lannig a ia kuit.


6 DIVIZ


Saïg, e unan, d’an dud.

Pebez plijadur d’in ! pebez plijadur ! Gwelet hoc’h eus, tud vat, gwelet hoc’h eus an taoliou baz o koueza stank war gein ar miliner.

O c’hoarzin. Ha ! ha ! ha ! ha ! ne gav ket d’eoc’h e oa eun dudi gwelet al labous divalo ze o tripal, oc’h en em zifreta evel eun diaoul en eur varaz dour benniget ? Eo, eo. Great mat eo gantan ; great mat eo. Pep hini d’e dro. Mat. Ha breman poent eo d’in dibri eun tammig. Saïg a azez. Oc’h azeza en deus poan en e ziadre. O la ! o la la ! Pebez poan adarre e traon va c’hein ! An taoliou am eus paket eo. O la ! o la la ! Debromp. Tenna a ra eus e banner, kig, bara, eur voutaill. Dibri a ra Sell ta ! Piou hennez ? Eur c’hlasker bara eo, o tont da c’houlen e damm.


7 DIVIZ


Saïg, Ar c’hlasker bara.


Ar c’hlasker bara.

Eun tamm bara d’in, mar plij, en han’ Doue.

Saïg, o rei eun tamm bara.

Laouen oc’h hen ober ; her c’hinnig a ran d’eoc’h, a wir galoun.