Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —



An aotrou Mear

Digorit frank ho tiouskouarn. Neb a zelaouo a glevo. Neb a glevo a vezo laouen. Lannig, hor mignoun ker, a zo deuet, en eun taol kount, da veza eur medisin eus ar re wizieka. Ar burzud se, a dra zur, en em gav en tu all d’hor spered. Ne ran forz. Ema Lannig o paouez parea a grenn an itroun Habask, mamm goz Lukas ha Per, eviti da veza klanv pell e oa. Me a laka Lannig da vedisin kenta eus ar vro ma, medisin dispar, souezuz ha burzudus. Deus, va mignoun gwiziek. Lannig a zisken diwar ziouskoaz Per ha Lukas. Deus va mignoun, deus ! ma c’hellin lakaat war da benn ar gurunen lore ma, gounezet ganez ker brao ha ker buhan. Ar mear a laka ar gurunen war benn Lannig ; ar gurunen, re ledan, a zisken war ziouskoaz Lannig. Enor da Lannig ! Enor da viken da Lannig ! Ar mear a bok da Lannig.

An holl, a bouez penn.

Enor da Lannig ! Enor da Lannig !

Lannig, fouge bras ennan.

Va mignouned keiz, va c’haloun a drid gand al levenez. Ha gant gwir abeg eo. En eun taol, mignouned, en eun taol prim evel eul luc’heden, ar sklerijen, ar sklerder, ar furnez, ar wiziegez a zo en em gavet ennoun, o steki oc’h e dal hag a jomo aze endra ma vevin.

An holl, a bouez penn.

Brao ! brao ! brao ! brao !

Lannig

Dioc’h peleac’h eo deuet, em spered, kemend all a draou kaer ? N’ouzoun ket, evit lavaret d’eoc’h ar wirionez penn da benn. Nan, n’ouzoun ket. Mez ar pez zo sur eo ez oun, breman ha da viken, goest