Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

da barea n’eus forz pe seurt klenved, ha pa ve souezuz, estlammus, mantrus, pistigus, poanius, heuzus ha spountus, patati, patatatibus !

An holl, a bouez penn.

Brao ! brao ! brao ! brao !

Lannig

Selaouit ouspenn. Daoust ha n’hoc’h eus ket klevet, digant Per ha Lukas, digant re all zoken, em boa lekeat, daou vloaz zo, eur vaouez koz da zevel a varo da veo, hag hi, evelato, marvet eur zizun e oa ?

An holl, a bouez penn.

Eo ! eo ! eo ! brao ! brao ! brao !

Lannig

Mat. Disul kenta ben ober a rin adarre. Me a restaolo he buez d’eur vaouez varo, mes da unan hep ken, al labour ze o veza hir ha diez. Komzit, intanvien, komzit buhan. Piou ac’hanoc’h a fell d’ezan en em gaout adarre gand e c’hreg ?

An holl a dav ; ne glever na ger na grig.

Respount ebet ? Me a zibabo neuze. Intanv eo Ian al lounker. Me a lakaio Katellig, e c’hreg, da zevel a varo da veo.

Ian al Lounker

Ro peoc’h ta, glabouzer ! Ne ket gwir.

Lannig

Da c’hortoz, n’eus ket ezomm beza sorser, n’eus ket ezomm beza divinour dispar da c’houzout ez oc’h deuet holl, davedoun, da c’houlen diganen va c’huzuliou mat, va c’husuliou fur.

An holl, a bouez penn.

Ia, ia, ia, ia !