Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
Lannig

O rei a rin d’eoc’h a greiz kaloun, mes pep hini d’e dro, evel just, rakse, it kuit holl pelloc’hik. Galvet e viot an eil goude egile, pep hini gand eun tao] kloc’h, ne ket ta ?

An holl, a bouez penn.

Ia, ia, ia, ia !

Lannig

Mes te, Jaffrez, chom eun tammig ; traou bras am eus da lavaret d’it ; ezomm am eus ac’hanout.

Jaffrez

Ia, aotrou medisin. An holl a ia kuit.


9 DIVIZ


Lannig, Jaffrez.


Lannig

Kavet eo bet d’in, Jaffrez, e vije red, evidoun, brudet evel ma ’z oun breman, kaout eur zegretour fin, eur zegretour lemm e spered. Te eo, Jaffrez, te eo am eus dibabet.

Jaffrez, souezet bras.

Me ! mil barriken, Me ! Ha penaos e rafen ta ? Me ne ket tamm ebet va micher beza medisin. Me zo marc’hadour gwir, te oar, ha ne vezin da viken nemet marc’hadour gwin.

Lannig

Gwell a ze, Jaffrez, gwell a ze. An hini am eus ezomm anezan a dle beza marc’hadour gwin. Selaou komzou ar furnez, selaou : Daoust ha ne lenner ket er Vibl santel el levr disp1ar ze : Ar gwin mat a laouena kaloun an den ?