Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
Jaffrez

A dra zur, hag awechou, zoken, e laouena kaloun ar vuouez ive.

Lannig

A zo gwir. Me ne roin d’am c’hlanvourien nemet gwin, el leac’h al louzou fall ha flerius a ro d’ezo, ar vedisinrd all. D’ar re baket gand ar boan gof, gwin, gand ar boan galoun, gwin. Riou hoc’h eus ! gwin tom. Tersien zo ? gwin fresk. Mat eo kenan, Jaffrez, ar gwin a werzez. Te werzo, hiviziken, barrikennadou gwin. Er c’hiz se an traou, evidout kerkouls hag evidoun a ielo dalc’hmat gwelloc’h gwella. Dirolla a ra da c’hoarzin. Ha ! ha ! ha ! ha ! koumpren a rez ? O c’hoarzin o daou a bouez o fenn. Ha ! ha ! ha ! ha ! Ne ouzout ket. Jaffrez, dre be giz oun bet lekeat da vedisin ?

Jaffrez

Tamm ebet an holl.

Lannig

En eur baka eur grizillad taoliou baz, taoliou treid, ha taoliou dourn, a vije bet goest da laza eur marc’h.

Jaffrez

Ne c’hellan ket her c’hredi.

Lannig

Gwir eo evelato. Digemeret em eus ar vadiziant kaer ze. Ar re o deus skoet ganen o deus roet d’in, gwir eo, eur bern braoik arc’hant, goude paredigez o mamm goz, mes ne ket awalc’h, ha va c’hoant me eo gounid eun digoll brasoc’h c’hoaz, digant n’eus forz piou, ar gwella ma c’hellin. Kea da aoza boutailladou gwin a bep seurt. Me az kalvo, mar bez red.

Jaffrez a ia kuit. Lannig a zon ar c’hloc’h.