Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —



10 DIVIZ


Lannig, o unan, troet warzu ar meaz.

Da biou da genta ?

An holl, er meaz.

D’in me ! d’in me ! d’in me !

Lannig

Roit peoc’h ta. Pep hini d’e dro, evel m’em eus lavaret deoc’h.


11 DIVIZ


Gwilhou a zeu gand e dri vab. Alaze, Biel ha Laouig. An tri vab a azez war eur bank an eil e kichen egile. Pep hini anezo, genaouek, a zo dispourbellek e zaoulagad, hanter zigor e c’henou.

Gwilhou

An tri ze, aotrou medisin, n’em eus nemet glac’har ha trubuilh ganto. N’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini anezo a ve diotoc’h eget e zaou vreur.

Lannig

Gwelomp ta. Displegit d’in eun tammig o doareou, ma welin petra am bezo da ober.

Gwilhou

Ia, aotrou. Bez ’ez oa ganeomp eur penmoc’h iaouank, mes pounner awalc’h kouskoude. Mat e kave an avalou. O tiskouez Maze. Maze a zo krenv ne ket ta ? Evit ma c’hellfe ar penmoc’h dibri avalou easoc’h, Maze a bignas er skeul, ar penmoc’h etre e zivreac’h, hag e lekeas al loen paour war skour huela ar wezen avalou. Ar penmoc’h, evel just, gouezas raktal dioc’h beg ar wezen hag a oe torret e gein d’an douar. Mervel a reas.