Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !

Lannig

Ne ket souez. Hag hennez.

Gwilhou

Hennez eo Biel, hag e dammig skiant vat a zo ker bihan hag hini Maze. Biel, eur sizun zo, a zo bet fellet d’ezhan flastra eur gelienen a flemme tal va c’hazeg zu. Biel a gemeras eur morzol houarn pemzek lur. Faouta a reas neat penn va c’hazeg evit laza ar gelienen. Hag ar gazeg se oa bras he zalvoudegez.

Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !

Lannig

Pebez koll evidoc’h, va den mat ! Ha goude ?

Gwilhou

Goude, aotrou ? N’em eus ken mui da gomz ouzoc’h nemet diwarbenn Laouig. Spountet e viot. Laouig oa bet lavaret d’ezan, gand e vamm, lakaat da virvi, er baill koues, kement tra lous a vije en ti. Mat. Va greg, dre c’hras Doue, a zo deut en dro d’ar gear abred awalc’h. Edo Laouig o vont da deurel, er baill kouez, e c’hoarig vihan daou vloaz, dre ma ’z oa fank he dillad.

Lannig

Pe seurt diot an diaoul ! Poent oa, feiz va Doue ! Poent bras oa.

Gwilhou

Ia sur.