Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —
Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !

Lannig

Ha neuze ta, petra a fell d’eoc’h goulen diganen ?

Gwilhou

Eul louzou bennak, krenv ha galloudus, hag a ve goest da rei eun tammig spered d’an tri ze.

Lannig

Petra a c’houlennit va faour keaz ? Petra a c’houlennit ? An dud, pa vezont diot, a jom diot n’ouzoun ket bete peur. Epad o buez holl, peurliesa. Eur c’hrenn lavar zo, anavezet mat e Breiz : Pa vezer leue, n’eo nemet evit bloaz Pa vezer sod, eo evit pelloc’h ! allaz ! N’eo gwir ?

Gwilhou

A zo gwir, re wir zoken.

Lannig

N’euz forz. An traou n’int ket kollet a grenn. Pa vez badezet eur bugelig, ar beleg a laka, war e deod, eur meudad c’hoalen « Digemer c’hoalen ar furnez » emezan. Ar c’hoalen ze, lekeat gwechall e begou ho mipien, a zo bet teuzet, pell bras zo.

Roit d’ezo peb a zournad mat c’hoalen da zibri, bremaïk, ar c’henta ar gwella. Ma ne zeu ket d’ezo, goude ze, eun tammig bihan furnez, diot e chomint, o zri, bete ma varvint. Tri ugent lur eo a dleit d’in.

Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha ! Gwilhou a ro an arc’hant, hag e ia kuit gand e dri leue. Lannig a zon ar