Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

c’hloc’h. Ian al lounker a zeu, dillad pemdez warnan eun tog lous war e benn, e fri ruz ruz.


12 DIVIZ


Lannig, Ian al Lounker.


Lannig

Petra zo, tonton ? Pe seurt poan ganeoc’h ?

Ian al Lounker

Eur boan vihan kenan, aotrou medisin, mez eun nec’hamant bras am eus, evelato, diganti.

Lannig

Sellit ta ! ha dioc’h peleac’h e teu d’eoc’h an nec’hamant se ?

Ian al Lounker

Me, aotrou, a zo ruz va fri, evel a welit, ha ne ket brao ar ruzder tan glaou ze.

Lannig

Va Doue, ne c’hellin ket lakaat ouz ho fri eul liou all, nemet abenn pemp pe c’houec’h miz.

Ian al Lounker

Ma n’eus ezomm nemet pemp pe c’houec’h miz hepken, bez’ ez oun laouen evelato.

Lannig

Mat. Penaos ta eo deuet ar foultren fri se da veza ruz evelse ?

Ian al Lounker

A forz da eva ha da eva gwin, bemdez.