Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —
Lannig

Pe seurt gwin ?

Ian al Lounker

Gwin ruz, aotrou medisin, gwin ruz hepken.

Lannig

Ne ket souez, neuze, ne ket souez. Ar gwin, pa vez evet, a bign, ha da beleac’h eo e pign ? D’ar fri, atao d’ar fri. Pa vez ruz ar gwin a vez evet, ar fri, evel just, a zeu ive da veza ruz. Ne ket diez, tamm ebet, parea ar c’hlenvedjg se ; ne ket diez.

Ian al Lounker

Petra da ober ?

Lannig

Eva mui oc’h mui, hep ehan, hep paouez ebet. Mes diwallit ! red eo deoc’h eva gwin gwenn hepken, mes gwenn, gwenn, eus ar re wenna. Abenn pemp pe c’houec’h miz, da hirra, evel em eus lavaret d’eoc’h, ho fri a vezo gwenn kann, evel hini eur plac’hig daouzek vloaz. Ha n’hoc’h eus netra ouspenn da c’houlen diganen ?

Ian al Lounker

Eo, eo ; eun dra ali c’hoaz a jom d’am zrubuilha. Dioc’h peleac’h an diaoul e teu d’eoc’h ar c’hoant da lakaat va greg da zevel a varo da veo ? Hounnez en em gav mat er vered.

Lannig

Me a gave d’in edo en ho kaloun eur garantez dispar eviti.