Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
Alban

C’houi eo eul laer.

Krenn

Eur ribler.

Alban

Eun toueller.

Krenn

Eul lampoun.

Lannig

Roit peoc’h eun tammig, aotrounez, ma c’hellin displega d’eoc’h va zraou. Bez’ ez oun medisin.

Alban, o c’hoarzin.

Sell ta !

Lannig

Mes n’oun ket eur medisin henvel ouzoc’h.

Krenn

Ha petra ouspenn ?

Lannig

Medisin kenta eus ar vro.

Alban

Ian gueuneuden.

Lannig

Dioc’h gourc’hemen an aotrou mear e unan.

Krenn

Ian banezen.

Lannig

Ha va gwiziegez me a zo ker bras hag hoc’h hini c’houi. Me am eus great pare hirio vintin an itroun Habask, a oa hanter varo.