Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —
Lannig

An daou ze, aotrou archer, o deus skoet ganen d’am lakaat da lavaret oan miliner, mes daou all, er mintin ma, o deus skoet ganen d’an lakaat da lavaret oan medisin.

An archer

Petra eo ar c’hemmesk ma ? medisin, miliner, miliner, medisin ?

Piou eo an daou all ze o deus skoet ganeoc’h ?

Lannig

Per ha Lukas, hag o deus skoet, a daoliou baz, krenvoc’h c’hoaz eget an daou ma.

Krenn

Ha great mat o deus skei gand eun den en deus lazet o mamm goz.

An archer

Petra glevan ? Lazet hoc’h eus eur vaouez koz ? Me lavaro d’ar barner.

Lannig

Ne ket gwir tamm ebet. Marvet eo an hini goz gand ar gozni, n’ouzoun ket gant petra. Kriadennou er meaz. Jaffrez ha Guilhou a zeu. Maze, Biel ha Laouig, mezo o zri, a zeu o vransellat. Ema war o lerc’h eur vanden vugale o c’hoarzin hag o c’hoapaat.


16 DIVIZ


An hevelep re, Maze, Laouig, Jaffrez, Gwilhou.


Jaffrez

Krogit, aotrou archer, krogit stard en tri ganfard se. Laeret o deus gwin em zi.