Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —
Gwilhou

Evet o deus, mez eva ne ket laerez eo. An tri ze eo va mipien. Me a baeo.

An archer

Nag a draou a bep seurt ! C’houi holl a laka va spered da drei. Da genta, o tiskouez Krenn, Alban ha Lannig, c’houi ho tri, en hano al lezen, azezit aze pelloc’hik war ar bank ze, ha na finvit ket, ma welin sklearoc’h kemend eo c’hoarvezet. Krenn, Alban ha Lannig a ia da azeza pelloc’h, an eil e kichen egile. Mat. Da Wilhou. Komzit.

Gwilhou

Va mipien a zo diskiant awalc’h o zri. Eur medisin brudet en deus roet d’ezo peb a zournad mat c’hoalen evit lemma eun tammig o spered. Mat ; eleac’h rei ar furnez ar c’hoalen en deus roet d’ezo eur zec’hed spountus. Rakse eo o deus evet a c’hoari gaer. Me a baeo.

An archer

Ha piou eo ar medisin ze en deus roet d’ezo kemend all a c’hoalen da zibri ?

Gwilhou, o tiskouez Lannig.

Hema.

Lannig

Daoust hag em eus lavaret d’ezo eva gwin ar re all ?

An archer

Ne lavaran ket, mez en abeg d’eoc’h eo o deus evet. Da Jaffrez. Pegement a win o deus lounket ?

Jaffrez

Distradet eo bet eur varriken gwin koz ganto,